Degemer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask

Deuet mat oc'h er Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

36 207 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad !
Stumm Wikipedia vrezhonek evit ar pellgomzerioù hezoug
Nuvola apps xmag.png
Klask & Enklask

Pennadoù eus an dibab - Meneger alfabetek - Roll an holl bennadoù - Roll ar rolloù - Roll ar rummadoù - Gwrizienn ar Rummadoù - Porched ar porchedoù

Nuvola apps kcoloredit.png
Arzoù

Savouriezh  ha  Kêraozouriezh - Sinema - Arzoù an arvest - Bannoù-treset - Dañs - Istor an arz - Lennegezh - Sonerezh - Livañ - Luc'hskeudenniñ - Kizellañ

Nuvola apps colors.png
Buhez pemdez & dudi

Keginerezh - Sevenadur ar bobl - Yec'hed - Liorzhañ - C'hoarioù - Gwiniegoù ha gwin - Timbroù - Revelezh an den - Sport - Mediaoù - Touristerezh - Dilhad

Nuvola filesystems folder home.png
Kevredigezh

Gwir - Armerzh - Deskadurezh - Merc'hed - Politikerezh - Micherioù - Kelaouennoù - Relijion - Sindikalouriezh

Nuvola apps bookcase.png
Doueoniezh & Kredennoù

Dizoueegezh - Boudaegezh - Kristeniezh - Hindouegezh - Islam - Jainegezh - Yuzevegezh - Mitologiezh - Sikhegezh

Nuvola apps hwinfo.png
Skoazell & Degemer

Degemer an dud nevez - Kammedoù kentañ - Kemerit perzh er raktresoù - Goulenn un dra bennak - Sevel ur bajenn - FAG - Geriaoueg ar wiki brezhonek

Gnome-globe.svg
Atlas an Douar

Hinouriezh - Ekologiezh - Douaroniezh - Geologiezh - Douarbolitikerezh - Hidrologiezh - Bed ar mor - Menezioù - Broioù ar bed - Lec'hanvadurezh

Nuvola apps kdmconfig.png
Skiantoù an den

Antropologiezh - Arkeologiezh - Istor - Lignezouriezh - Pedagogiezh - Prederouriezh - Psikologiezh - Sokiologiezh - Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù- Yezhoù 

Nuvola apps kalzium.png
Skiantoù rik & naturel

Steredoniezh - Medisinerezh - Bevoniezh - Plant - Kimiezh - Matematikoù - Paleontologiezh - Fizik - Loenoniezh

Nuvola apps display.png
Teknologiezhioù & Skiantoù da dalvezout

Aeregor - Labour-douar - Elektronik - Urzhiataerezh - Ijinerezh - Kenrouedad - Mezegiezh - Pellgehentiñ

Gwenn ha Du3.png
Breizh

Pennad BreizhBrezhonegIstorDouaroniezhLennegezh ha Lennegezh vrezhonekKeltia hag ar Broioù keltiek

Kresk atav

* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, tamm-ha-tamm. Tizhet he doa hon holloueziadur an niver a 36 000 pennad d'ar 25 a viz Du 2010. Emaomp bremañ en 56vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar makedoneg hag a-raok ar serbo-kroateg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 68vet plas ([1]). Aet omp war-raok eta e-skoaz ar mizioù a-raok pa oamp en 69vet renk. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni, evel gouarnamant, karantez, gwad, gwez, butun... Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.

Istor

A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp beajiñ en amzer hag en istor, eus Emgann Sant-Albin-an-Hiliber e Breizh d’an Impalaeriezh Gupta en India, en ur dremen dre an Izelvroioù spagnol ha Republik Venezia. Gallout a rit ivez ober anaoudegezh gant pennoù bras an istor evel ar rouanez c’hall Marie-Antoinette, ar roue Herri an Evnetaer, eus Frankia ar Reter, pe an impalaerez roman Agrippina ar Yaouankañ.

Skiant

Moarvat n’eus ket a-walc’h a bennadoù skiantel er Wikipedia brezhonek, met kreskiñ a ra o niver tamm-ha-tamm. Bremañ e c’haller lenn amañ pennadoù diwar-benn El Niño, ur red-mor er Meurvor Habask, diwar-benn korfadurezh Mab-den hag e gigennoù, pe c’hoazh diwar-benn un nebeud meizadoù diazez er ventoniezh, evel skin, karrez, pevarc'hostezeg.

Breizh

E-touez ar pennadoù diwar-benn Breizh a gaver amañ ez eus bremañ pennadoù a denn d’ar sport, evel Tro Breizh war varc'h-houarn pe Tro Bro Leon, lod all zo gouestlet da sonerien ha kanerien eus hon amzer evel Les Ramoneurs de Menhirs, Les Ours du Scorff, Maion & Wenn. Re all c’hoazh diwar-benn ar yezh, evel Brezhoneg Gwenrann, glad hor bro gant chapel Langristin pe chapel Sant-Wenole e Plougastell, tud evel Yann an Du ha Charlez ar Gall, trenioù evel Hent-houarn Pempoull Gwengamp pe Hent-houarn Karaez Gwengamp.

Hag ar bed

E kalz a bennadoù all e reer anv eus traoù ha tud e broioù all : eus an Arabed d’al lec’hienn WikiLeaks en ur dremen dre ar strollad katalan Convergència i Unió. Poltredoù tud a bep seurt a gaver, eus ar palestinat Yasser Arafat d’an haroz bannoù-treset Corto Maltese, en ur dremen dre ar virmanadez Aung San Suu Kyi, Galen pe Galenos, tad ar vezegiezh ha prederour, ar skrivagnerien Mario Vargas Llosa pe Robin Hobb, ar prederour sinaat Konfusius

Displegadennoù war aozadurioù a bep seurt a vo kavet en hon holloueziadur adalek Politikerezh rannvro Unaniezh Europa betek Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême, en ur dremen dre Impalaeriezh trevadennel Frañs. Beajiñ e meur a vro a c’haller ivez, adalek ar menez Canigó e Katalonia betek ar stêr Gwy e Kembre, en ur dremen dre gêrioù evel Köln, Bayreuth pe Ottawa.

Ha pelec’h, estreget e Wikipedia e c’hallfed lenn displegadennoù e brezhoneg diwar-benn ar yoga ?

Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h a-hed pajennoù hor Wiki-ni !


    
Un tamm sell war red an darvoudoùDoare an 22 a viz Kerzu2010ha Keleier ar vro.
Liu Xiaobo
Tour-tan ar C'hreac'h

Pennad ar miz

Pennad ar miz : Lenn Baikal

Enez Olc'hon

Al Lenn Baikal (о́зеро Байка́л e ruseg, distaget: [ˈozʲɪrə bʌjˈkɑl] ; Байгал нуур e bouriateg) zo ul lenn e su Siberia e Rusia ar reter. Etre Oblast Irkoutsk er gwalarn ha Republik Bouryatia er gevred emañ, e-kichen kêr Irkoutsk. Ar gêr Baikal a c'hall dont eus Baigal pe Байгал hag a dalv natur e mongoleg. Anavezet eo ivez evel "Lagad glas Siberia".

636 km a hirder eo ha 48 km a ledander well-wazh, 31 500 km² eo he gorread, evel Belgia koulz lavaret. E-keñver gorread ez eo brasoc’h al Lenn Superior e Norzhamerika, met muioc’h a zour zo el lenn Baikal, kement hag en holl Lennoù Meur Amerika a-gevret. Gant 1637 metr a zonder ez eo Lenn Baikal al lenn zonañ er bed. 23,000 km³ dour a zo miret en doare-se. Bernad dour dous brasañ ar bed eo ha hervez kont ez eus enni trawalc’h a zour da vastañ da ezhommoù holl dud ar bed e-pad 30 vloaz. Lenn goshañ ar bed eo ivez, 25 milion bloaz he oad.

Al lenn Baikal a zegemer ouzhpenn 1,700 spesad a blantennoù ha loened, en o zouez an daoufarzh anezho ne vez ket kavet nemet eno er bed. Skornet e vez gorre al lenn etre miz Genver ha miz Mae. Disklêriet eo bet Glad bedel gant an Unesco e 1996.

Olkhon eo he enezenn vrasañ. Sviatoj Nos zo ur c’hourenez vras, a dalvez hec’h anv kement hag ar "Fri Santel", war ar ribl reter ; ur gwarezva hag ur park natur eo.

Evit kenderc'hel da lenn : Lenn Baikal

Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :

Wikipedia Wikipedia
en holl yezhoù
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikilevrioù Wikilevrioù
oberennoù pedagogel digoust
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad Wikispesad
meneger ar bev
Wikikeloù Wikikeloù
mammenn geleier dizalc'h
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia

Noia 64 apps email.png Darempred

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all