Degemer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

34 322 bennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad !
Nuvola apps xmag.png
Klask & Enklask

Pennadoù eus an dibab - Meneger alfabetek - Roll an holl bennadoù - Roll ar rolloù - Roll ar rummadoù - Gwrizienn ar Rummadoù - Porched ar porchedoù

Nuvola apps kcoloredit.png
Arzoù

Savouriezh  ha  Kêraozouriezh - Sinema - Arzoù an arvest - Bannoù-treset - Dañs - Istor an arz - Lennegezh - Sonerezh - Livañ - Luc'hskeudenniñ - Kizellañ

Nuvola apps colors.png
Buhez pemdez & dudi

Keginerezh - Sevenadur ar bobl - Yec'hed - Liorzhañ - C'hoarioù - Gwiniegoù ha gwin - Timbroù - Revelezh an den - Sport - Mediaoù - Touristerezh - Dilhad

Nuvola filesystems folder home.png
Kevredigezh

Gwir - Armerzh - Deskadurezh - Merc'hed - Politikerezh - Micherioù - Kelaouennoù - Relijion - Sindikalouriezh

Nuvola apps bookcase.png
Doueoniezh & Kredennoù

Dizoueegezh - Boudaegezh - Kristeniezh - Hindouegezh - Islam - Jainegezh - Yuzevegezh - Mitologiezh - Sikhegezh

Nuvola apps hwinfo.png
Skoazell & Degemer

Degemer an dud nevez - Kammedoù kentañ - Kemerit perzh er raktresoù - Goulenn un dra bennak - Sevel ur bajenn - FAG - Geriaoueg ar wiki brezhonek

Gnome-globe.svg
Atlas an Douar

Hinouriezh - Ekologiezh - Douaroniezh - Geologiezh - Douarbolitikerezh - Hidrologiezh - Bed ar mor - Menezioù - Broioù ar bed - Lec'hanvadurezh

Nuvola apps kdmconfig.png
Skiantoù an den

Antropologiezh - Arkeologiezh - Istor - Lignezouriezh - Pedagogiezh - Prederouriezh - Psikologiezh - Sokiologiezh - Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù- Yezhoù 

Nuvola apps kalzium.png
Skiantoù rik & naturel

Steredoniezh - Medisinerezh - Bevoniezh - Plant - Kimiezh - Matematikoù - Paleontologiezh - Fizik - Loenoniezh

Nuvola apps display.png
Teknologiezhioù & Skiantoù da dalvezout

Aeregor - Labour-douar - Elektronik - Urzhiataerezh - Ijinerezh - Kenrouedad - Mezegiezh - Pellgehentiñ

Gwenn ha Du3.png
Breizh

Pennad BreizhBrezhonegIstorDouaroniezhLennegezh ha Lennegezh vrezhonekKeltia hag ar Broioù keltiek

* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 33 000 pennad d'an 20 a viz Ebrel 2010. Emaomp bremañ en 54e renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv an azeri ha dirak ar serbeg-kroateg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (65vet plas [1]). Kalz pennadoù zo re verr (Lenin, tan, Dastum) ha pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel skevent, gwad, peoc'h, gwirionez, naon, blues, butun, grip, Dispac'h Rusia… Trugarez vras d’an dud re o deus savet lod eus ar re a vanke betek nevez zo (judo, kelc'h, frouezh). Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù all a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. E-mesk ar pennadoù nevesañ e kaver c’hoazh meur a hini diwar-benn evned evel ar falc’huned, ar baoued, ar guped pe ar skouled.
Gant hor c’henlabourerien e c’hallomp beajiñ koulz e Breizh hag er bed a-bezh : eus Inizi Kergelenn d’ar menez-tan Eyjafjallajökull, en Island, en ur dremen dre gêrioù Brazil pe rannvroioù Danmark, hag eus gourenez Kraozon hag he begoù-douar d’ ar stêr Don, e Bro-Naoned, en ur dremen dre Stêr an Intel. Hag ober anaoudegezh gant kelaouennoù eus meur a vro : kazetennoù Israel evel Haaretz pe mangaoù Japan, evel Nakayoshi.
Ma n’hoc’h eus ket gwelet ar filmoù Iron Man pe Alis e bro ar marzhoù, film Tim Burton diwar levr Lewis Carroll, e c’hallit ober anaoudegezh ganto en hon holloueziadur, kenkoulz ha gant Mononoke Hime, oberenn gaer ar Japanad Miyazaki.
Ar re ac’hanoc’h a blij al livouriezh dezho a gavo pennadoù nevez diwar-benn an Alaman Albrecht Altdorfer, ar Gall Claude Monet pe an Italian Giovanni Antonio Boltraffio. War dachenn ar sonerezh eo ledan an dibab : adalek ar strollad Sex Pistols betek Alan Simon, aozer ar c’hoarigan Anne de Bretagne.
Poltredoù tud anavezet mui pe vui a gaver ivez : ar penn-embregerezh Jean-Jacques Hénaff pe ar soner Thomas Lotout, politikourien evel prezidant kozh Polonia Lech Kaczyński pe brezidant nevez Uruguay José Mujica, kenkoulz hag ar pab Benead XVI pe ar ganerez Carla Bruni.
Ma reer anoudegezh gant tud ha traoù eus ar bed a-bezh en hor Wikipedia, e kaver ivez danvez-lenn diwar-benn Breizh : Kastell Josilin, Produet e Breizh, Kreizenn ar Geriaouiñ pe ar vro Dardoup.
Lennit ivez an toullad pennadoù diwar-benn traoù hor buhez pemdez : lunedoù-heol, melezour, sac'h-kousket pe reiñ bronn. Danvez a bep seurt evel ma weler, ha peadra da blijout da bep Yann Vrezhonek emichañs !
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !


    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 5 a viz Gouere 2010 ha Keleier ar vro.

Christian Wulff
Monumant e koun ar Sulvezh Gwadek, e Derry

Pennad ar miz : Y Wladfa
Y Wladfa, pe Gwladfa Patagonia, eo anv kembraek ur c'hornad eus proviñs Chubut, e Patagonia, en Arc'hantina, e-lec'h ma tivroas un toullad mat a Gembreiz en XIXvet kantved.
Aet ez eus Kembreiz da sevel kumuniezhioù da vroioù all, Pennsylvania e Stadoù Unanet Amerika, pe Aostralia, met er Wladfa eo emañ ar c'hembraeg en e splannañ.
Kreiz kalon ar Wladfa eo Dyffryn Camwy, traoñienn ar stêr Camwy, anv kembraek ar Río Chubut.

Gouel da lidañ deiz-ha-bloaz aochañ 1865, e 2004.

Ar soñj da grouiñ un drevadenn gembraek e Suamerika a voe gant ar pastor Michael D. Jones, ur prezeger brogarour a veve en XIXvet kantved e Bala, e hanternoz Kembre. Broudañ a rae e genvroidi da vont da sevel "ur Gembre nevez pell diouzh Kembre". Michael D. Jones a dremenas ur pennadig amzer er Stadoù Unanet, met gwelout a reas eno en em lakae an divroidi deuet eus Kembre da gomz saozneg goude ur pennad ha da goll o c'hembreadelezh. Abalamour da se e kinnigas sevel un drevadenn gembraek pell diouzh levezon ar saozneg.

E 1865 e krogas donedigezh Kembreiz da Arc'hantina. Diazezañ a reas ar re gentañ anezho e proviñs Chubut, e kreisteiz Patagonia, ha dreist-holl a-hed an aod.

Ouzhpenn ar strollad brasañ a Gembreiz diazezet e Chubut, e voe savet un drevadenn all e Santa Fe gant 44 C'hembread deuet eus Chubut, hag ur strollad all anezho en em ziazezas e Coronel Suárez e proviñs Buenos Aires.

E deroù ar XXI kantved e save an niver a dud a orin kembreat e Patagonia da 20 000 pe war-dro. Etre 1 500 ha 5 000 anezho a gomz kembraeg c'hoazh ha lañs zo gant ar yezh en-dro, gant kantadoù a dud yaouank ouzh he deskiñ.

Evit kenderc'hel da lenn : Y Wladfa


Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :

Wikipedia Wikipedia
en holl yezhoù
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikilevrioù Wikilevrioù
oberennoù pedagogel digoust
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad Wikispesad
meneger ar bev
Wikikeloù Wikikeloù
mammenn geleier dizalc'h
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia

Noia 64 apps email.png Darempred

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all