Degemer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

32 925 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad!
Nuvola apps xmag.png
Klask & Enklask

Pennadoù eus an dibab - Meneger alfabetek - Roll an holl bennadoù - Roll ar rolloù - Roll ar rummadoù - Gwrizienn ar Rummadoù - Porched ar porchedoù

Nuvola apps kcoloredit.png
Arzoù

Savouriezh  ha  Kêraozouriezh - Sinema - Arzoù an arvest - Bannoù-treset - Dañs - Istor an arz - Lennegezh - Sonerezh - Livañ - Luc'hskeudenniñ - Kizellañ

Nuvola apps colors.png
Buhez pemdez & dudi

Keginerezh - Sevenadur ar bobl - Yec'hed - Liorzhañ - C'hoarioù - Gwiniegoù ha gwin - Timbroù - Revelezh an den - Sport - Mediaoù - Touristerezh - Dilhad

Nuvola filesystems folder home.png
Kevredigezh

Gwir - Armerzh - Deskadurezh - Merc'hed - Politikerezh - Micherioù - Kelaouennoù - Relijion - Sindikalouriezh

Nuvola apps bookcase.png
Doueoniezh & Kredennoù

Dizoueegezh - Boudaegezh - Kristeniezh - Hindouegezh - Islam - Jainegezh - Yuzevegezh - Mitologiezh - Sikhegezh

Nuvola apps hwinfo.png
Skoazell & Degemer

Degemer an dud nevez - Kammedoù kentañ - Kemerit perzh er raktresoù - Goulenn un dra bennak - Sevel ur bajenn - FAG - Geriaoueg ar wiki brezhonek

Gnome-globe.svg
Atlas an Douar

Hinouriezh - Ekologiezh - Douaroniezh - Geologiezh - Douarbolitikerezh - Hidrologiezh - Bed ar mor - Menezioù - Broioù ar bed - Lec'hanvadurezh

Nuvola apps kdmconfig.png
Skiantoù an den

Antropologiezh - Arkeologiezh - Istor - Lignezouriezh - Pedagogiezh - Prederouriezh - Psikologiezh - Sokiologiezh - Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù- Yezhoù 

Nuvola apps kalzium.png
Skiantoù rik & naturel

Steredoniezh - Medisinerezh - Bevoniezh - Plant - Kimiezh - Matematikoù - Paleontologiezh - Fizik - Loenoniezh

Nuvola apps display.png
Teknologiezhioù & Skiantoù da dalvezout

Aeregor - Labour-douar - Elektronik - Urzhiataerezh - Ijinerezh - Kenrouedad - Mezegiezh - Pellgehentiñ

Gwenn ha Du3.png
Breizh

Pennad BreizhBrezhonegIstorDouaroniezhLennegezh ha Lennegezh vrezhonekKeltia hag ar Broioù keltiek

* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 32 000 pennad d'ar 5 a viz Meurzh 2010 ! Emaomp c’hoazh en 52vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar jorjieg ha dirak an azeri. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (65vet plas [1]). Kalz pennadoù zo re verr (Lenin, Rembrandt, Abraham) ha kalz pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel avu, gwad, peoc'h, naon, blues, judo, butun, grip, kelc’h, Dispac'h Rusia... Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall klask sevel unan eus ar pennadoù-se !

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit skoaz d’o gwellaat ha d’o fonnusaat. E-touez ar pennadoù nevez pe ar re zo bet astennet nevez zo e kaver c’hoazh meur a hini diwar-benn evned evel ar piged-spern ha loened a bep seurt evel an oposomed, anezho bronneged godellek eus Amerika, pe ar gwiñvered, hag o c’hendirvi ar gwiñvered-nij. War dachenn an natur bepred e c’haller lenn pennadoù diwar-benn ar bananez pe al legumaj. A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp ober anaoudegezh gant arzourien eus ar bed a-bezh, evel an engraver Ambrosius Holbein pe gant taolennoù al livour Johannes Vermeer : An dantelezherez ha meur a hini all. Ganto ivez e c’haller beajiñ dre ar bed a-bezh, eus Krimea d’ar menez Popocatépetl, eus enez Barbados, da broviñs Chubut en Arc'hantina, en ur dremen dre enez Taiwan. Hag ober anaoudegezh gant tud,a Vreizh pe a lec’h all, evel ar politikour Christian Troadec, ar skrivagner J. D. Salinger, ar ganerez Rihanna pe ar sonerien Breizh Brothers. Pennadoù e-leizh zo c’hoazh diwar-benn an istor : istor Kembre, he rouantelezhioù evel Deheubarth pe Rouantelezh Gwynedd, hec’h uhelidi evel Rhys ap Gruffydd. Pe istor rannoù all eus ar bed : Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, Khanat Krimea pe an impalaer bizantat Leon VI ar Fur.

Ma reer anoudegezh gant ar bed a-bezh pe dost en hor Wikipedia, e kaver ivez danvez diwar-benn Breizh : ar barzh gallek René-Guy Cadou, ar stêr Erzh pe c’hoazh, siwazh, an nitrat zo kaoz d’al lanvadoù bezhin glas. Hag arabat dimp disoñjal un toullad pennadoù diwar-benn ar sport degaset gant hor c’henlabourerien nevesañ evel basketball pe surf. Echuiñ a c’hallit gant ur sell ouzh pennadoù diwar-benn traoù hor buhez pemdez : stalaf, broust-dent, kig-sall. Danvez a bep seurt evel ma weler, ha peadra da blijout d’an holl emichañs. Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !


    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 19 a viz Ebrel 2010 ha Keleier ar vro.

Pegell Redadeg 2010.jpg


Lech Kaczyński, marvet en ur gwallzarvoud nijerez
Jean-Yves Le Drian étésTIC2009.jpg

Pennad ar miz : Olimpos
Ar menez Olimpos, pe Olimp, eo menez uhelañ Gres, 2917 metr uhelder dezhañ, hag unan eus menezioù uhelañ Europa. Emañ war-hed 100 km eus Thessaloniki, eil kêr vrasañ Gres.
Eno e oa, hervez ar mojennoù gresianek kozh, annez doueed pennañ Henc'hres, Zeus en o fenn.
Diwar-benn orin an anv “Olimpos” n’eus nemet martezeadennoù. Hervez unan anezho e teufe ar ger gregach Ὄλυμπος / Olympos eus div wrizienn a dalveze kement hag un dra bennak « a droc'he lemm» pe « a droc'he an hent ». Ne c'halled ket treuziñ ar menez, ha gwelet e veze evel un harz krenn etre Tesalia ha Makedonia, pe ledenez Gres hag Europa.

Ar menez Olimpos

En em astenn a ra ar Menez Olimpos en hanternoz Gres, tost da aod Vor Egea, tost da Desalia ha Makedonia. Ur pezh tolzenn a venez zo anezhañ, sonn-mat e meur a lec'h, hag islonkoù ledan. Koadek eo an traoñ anezhañ, hag erc'hek e gern. Kentañ ma voe krapet ar menez, diouzh a ouzer, a voe e 1913 gant D. Baud-Bovy, F. Boissonas et K. Kakalos.

Kuzhet eo lein ar menez ouzh an dud gant ar c'houmoul. Neuze e c'halle Daouzek doue pennañ Henc'hres ober o annez eno ha bezañ sioul o frikota hag o sellout ouzh an dud a bell. Hervez Homeros ne oa na glav nag erc'h ha gwenn e oa ar bed d'an doueed eno, war-lerc'h dezho en em zizober eus an Ditaned, Ofion ha Tifon.

Hiziv eo brudet ar menez ivez abalamour ma kaver ennañ e-leizh a spesadoù plant ha loened. E-touez ar spesadoù bronneged a bep seurt a gaver stank emañ ar chamoez, ar yourc'h, an hoc'h-gouez, ar c’hazh gouez, ar gaerell-vras, al louarn, ar gwiñver, h. a. Ha betek 108 spesad evned.

Evit kenderc'hel da lenn : Olimpos

Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :

Wikipedia Wikipedia
en holl yezhoù
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikilevrioù Wikilevrioù
oberennoù pedagogel digoust
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad Wikispesad
meneger ar bev
Wikikeloù Wikikeloù
mammenn geleier dizalc'h
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia

Noia 64 apps email.png Darempred

E yezhoù all